Ar marc'hhouarnerezh eo an anv a vez graet ouzh ar mont war varc'h-houarn, un ardivink divrodek peurvuiañ (met unrodek, teirrodek, pe bederrodek ivez a-wechoù) hag a ya war-raok dre nerzh an den a zo warnañ. Gallout a ra an obererezh-se bezañ un doare emzezougen, ur blijadur, pe ur sport. Gallout a ra c'hoarvezout war an hentoù, pe gwenodennoù zoken a-wechoù, war ar maez pe e kêr, dindan an amzer pe dindan doenn, war an erc'h pe ar skorn ivez.